Iliz Avielek Valdo, pe Iliz Avielek Valdezat, (Chiesa Evangelica Valdese en italianeg) eo anv an Iliz kristen deuet eus prezeg Pierre Valdo (pe Vaudès, Valdès) en XIIvet kantved e kêr Lyon, war-dro 1173 ; Waldensians, Waldenses a reer e saozneg eus ar feizidi-se, a voe eskumunugnet gant ar pab Lucius III e 1184.
E 1523 en em stagas an Iliz-se ouzh ar brotestantiezh. Anavezet eo e gwalarn Italia, hag e broioù zo eus Suamerika (Arc'hantina hag Uruguay). Stag eo ouzh Prezegenn Ilizoù protestant broioù latin Europa.
Heskinet e voe ar feizidi adalek an XIIvet kantved ha darbet e voe dezho bezañ diouennet.